Poellgor ar gouel nevez-amzer ar sonerien Lannuon a zo ur gevredigezh bet lakaet da « vat d'an holl », krouet e-kerz miz du 2018.
O welet ne oa darvoud ebet en aodoù an arvor da lakaat war-wel sevenadur ar bagadoù, un nebeut danserien.ezed ha sonerien.ezed eus korn bro Lannuon o deus graet an dibab da sevel unan.
Nevez-amzer ar sonerien Brest evit ar penn ar bed hag hini an Oriant evit ar morbihan a zo koulzoù kreñv ar bloavezh evit ar pezh a sell eus ar sevenadur e-barzh an daou zepartamant-se. Ha deuet eo splann deomp e vefe savet hon darvoud e bro-Dreger, bro ma vez gounezet frank ar sevenadur hengounel enni hag e kêr Lannuon evit bezañ resis.
Petra hon eus graet beteg hen ?
An daou zarvoud kentañ eus nevez-amzer ar sonerien Lannuon, dalc'het d'ar 16 a viz even 2019 ha d'an 22 a viz mae 2022, zo bet degemeret mat gant an arvesterien, ha daoust d'an amzer fall e 2022, tro-dro 5000 den oa deuet da arvestiñ laouen ha dibres ar bagadoù ha kelc'hioù deuet da dibunañ er straedoù.
An trede darvoud, d'an 20 ha 21 a viz mae 2023 oa un tamm disheñvel eus ar re all abalamour dezhi bezañ bet dalc'het dindan daou devezh. Bagad Brieg hag ar strollad les sonjévéyés, o deus c'hwezhet tan, ha n'eo ket un dro-lavar, gant o arvest ar roue, sonerezh hag arzoù tan, d'ar sadorn noz. Bagad Kemper, bagad a vill maout dezhañ, en deus lakaet ar straedoù da grennañ antronoz gant ar strolladoù ha kelc'hioù all.
Dre-holl un 10 000 den bennaket zo deuet e-kerzh an dibenn-sizhun da gemer perzh d'an darvoud dindan un amzer gaer-meurbet.